Stummadur Gwellaat - 3 miz
Kinnigadur : 60 devezh evit gwellaat
Gant hor stummadur tri miz da wellaat da gomz brezhoneg e c’hallo an deskerien parfetaat d’ober gant ar yezh dezho da gas kaout labour e brezhoneg pe da wellaat da gomz brezhoneg en ur vicher.
Graet eo ar stummadur-mañ diouzh tud en oad, barrek a-walc’h war ar brezhoneg, hag a vez priziet o live a-raok kregiñ ganti.
Dre se e tere ouzh tud, bet graet ur stummadur hir 6 miz ouzh ar brezhoneg ha/pe dezho ul live o klotañ gant an hini zo gortozet e fin un hevelep stummadur.
Digor eo ar stummadur-mañ d’an dud tapet gante ul live brezhoneg tost da B1 ar portfolio europeat pe d’al live 3 eus an DBY.
Digor e chom hor stummadurioù hir d’an dud namnet. Mard oc’h ampechet evit ar mare pe da badout, pe mar gouzañvit en un doare harzus abalamour d’ho yec’hed e chomomp prest da lakaat hoc’h ezhommoù e penn-kont ha neuze da glask aesaat an traoù deoc’h, diouzh ma vo gallet ober. Deuit e darempred ganeomp ma vo studiet ho plegenn.
AR STUMM ANEZHAÑ ZO
- 11 sizhunvezh klentelioù en ur greizenn stummañ, pe 385 eur horolaj
ha neuze - 1 sizhunvezh staj, pe 35 eur horolaj en un endro brezhonek.
A zo par da 420 a eurvezhioù stummerezh.
lun-gwener : 9e-5e
35e/sizhun.
KOULZADOÙ KINNIGET
Mervent propose deux sessions de formation par an :
- Eus miz Gwengolo da viz Kerzu,
- Eus miz Meurzh fda viz Mezheven.
Moaien zo da gavout deiziadoù ar c’houlzadoù da vezañ ha deizioù an emvodoù kelaouiñ a-stroll da vezañ en ur glikañ war : Hor c’houlzadoù stummadur da zont
AR SKIPAILH KELENN HA MELESTREREZH
Skipailh kelenn Mervent zo oc’h ober anezhañ :
- Un den e karg eus al lec’h stummañ,
- 1 c’henurzhier kelenn,
- 8 kelenner (-ez)
Ur skipailh kelenn a gas gantañ, barrek ha yac’h
Stummerien ha stummerezed Mervent zo anezho ur skipailh gouest ha frammet, kelennerien ha kelennerezed a vicher anezho a oar en em stummañ dalc’hmat a-benn en em ober, d’ar gwellañ, diouzh ezhommoù pep stajiad ha gant se e heuliañ a-hed e hentad-eñ. Hor c’hentelioù n’eus ket liv ar skol warno ha ne vezont ket graet war an ton bras blaz an damkaniezh ganto.
Mont a ra hon doareoù da labourat diouzh empenn an den hag a se ec’h aesaont an deskiñ brezhoneg dezhañ. Ur stummadur eo a zalc’h kont eus lusk an oadour hag a ra dezhañ kaout kred ennañ e-unan da zont a-benn eus ar brezhoneg evit mat.
Ar c’henurzhier kelenn er stummadurioù hir a vez o heuliañ ar strolladoù o vont war-raok a c’hall azasaat ar programm diouzh ma vez buan pe vuanoc’h ar stajidi o teskiñ. En e giriegezh e chom mont en-dro hag araokadennoù ar strollad.
Ur skipailh melestrerezh barrek ha prim da reajisañ
Goût a ra hor skipailh melestrerezh, prim da respont ha barrek an tamm anezhañ, selaou ar stajidi p’o dez ezhomm da gaout titour ouzhpenn. Aliañ e ray pep stajiad diouzh e wellañ evit ambroug anezhañ hed-ha-hed ar stummadur, adalek ar stokiñ kentañ ken na’z ay dioutañ.
Ur rener hag ur genurzhierez melestrerezh a ya d’ober anezhañ.
Ar genurzhierez melestrerezh a vez o heuliañ teuliadoù ar stajidi kenkoulz evit ar melestrerezh hag an arc’hantiñ ha delc’her an darempred gant an ensavadurioù liesseurt (Pol Implij, CAP Implij, Rannvo Breizh, oberataer barregezhioù OPCO ha kement zo).
AR PALIOÙ KELENN : AR SOUBIDIGEZH ER YEZH DA BADOUT
- Deskiñ d’ar stajidi trawalc’h, dezho da’n em zibab o-unan aes a-walc’h gant o yezh e kalz obererezhioù micher diouzh Stern Europat Boutin a Zave evit ar Yezhoù.
- Prientiñ ar stajidi d’an DBY LIVE 5*,
- Ober en doare ma tizho ar stajidi al live C1 eus Portfolio Europat ar Yezhoù.
*Diplom Bazrregezh war ar Yezh - Brezhoneg, n°RS5465, gant ar Ministrerezh deskadurezh-stad hag ar yaouankiz. Deiziad termen : 17/06/2026.
AR BARREGEZHIOÙ A VEZ PLEDET GANTO
Pemp barregezh a vez labouret warno ha desket didorr a-hed ar stummadur :
- Ar c’hompren dre gomz
- Ar c’hompren dre lenn
- Lavaret e soñj dre gomz
- Lavaret e soñj dre skrivañ
- Ar c’homz gant tud
Danvez ha doareoù da zeskiñ :
- Lakaat an dud e plegennoù abalamour dezho da gomz brezhoneg,
- Adweladennoù,
- Kreñvaat an anaoudegezh eus ar yezhadurezh hag an ereadurezh,
- Pleustriñ war ar yezh war-bouez sketchoù, c’hoarioù treiñ diwar ar galleg, lavaret e soñj e brezhoneg, labour delc’her soñj ha gweladennoù ambrouget.
- Abadennoù lenn,
- Labourat diwar bankoù roadennoù e brezhoneg : selaou enrolladennoù, sellet ouzh videoioù, deskiñ lavarennoù idiomatek, ober anaoudegezh gant ar brezhonegoù, selaou prezegennoù.
- Mont en arbenn da vrezhonegerien.
- Sevel ha kinnig 2 raktres; unan personnel hag unan a-stroll.
Ar soubidigezh eo ar bennaenn veur er stummadur hir ouzh ar brezhoneg.
Pep modul a vez klozet gant ur briziadenn a vez en dibenn anezhañ ; dre se e c’haller reizhañ an dud raktal, er yezh komzet koulz hag er yezh skrivet.
LEC’H DESKIÑ
En UBO, er Pol Skol-Veur Pêr-Jakez Helias e Kemper, emañ hor c’hreizenn stummañ pennañ.
Ul lec’h diouzh an deskiñ :
- Aes da zaremprediñ a-drugarez d’an treuzdougen boutin, hag evit an dud namnet,
- Salioù frank da zegemer ur pemzek stajiad bennak,
- Levraoueg digor,
- Sal liesvedia digor,
- Preti skol-veur pe sal-brediñ war an dachenn.
An doareoù gallus da duta ha da arc’hantiñ
Faotañ a ra deoc’h dont da zeskiñ brezhoneg gant Mervent war-bouez hor stummadur hir ?
AN DOAREOÙ TUTA
Kentañ zo d’ober eo mont war ar renk.
A-wel da se e vo ret deoc’h klokaat ar furmskrid ragenskrivañ, ur cv ha neuze ul lizher emginnig stag outañ, dre red.
War al lizher emginnik e ranko bezañ meneget sklaer ha splann :
Petra a reoc’h gant ar brezhoneg en ho micher da vezañ,
Abalamour da betra oc’h mennet da zeskiñ brezhoneg.
Evit deoc’h tapout kaout ar furmskrid enskrivañ : klikit amañ !
Goude-se e teuy kenurzhierez melestrerezh ar greizenn stummañ e darempred ganeoc’h evit lakaat ar gaoz war ho raktres micher e brezhoneg ha hi ha lakaat un emgav deoc’h da gaout perzh en ur vodadeg kelaouiñ zo ur bazenn ret a-raok mont pelloc’h ganti.
Da geñver ar vodadeg-mañ e roio ar genurzhierezh melestradurezh deoc’h peadra da dizhout ar c’henurzhier kelenn, a-wel da briziañ o live yezh.
Goude ma vo graet kement-mañ e vo merket un devezh all deoc’h gant ar genurzhierezh melestrerezh, evit deoc’h dont da zisplegañ da rener Mervent al lusk zo ennoc’h. Dindan pemzektez e vo digaset respont deoc’h.
Ma vez a-du ar respont e vo peurachuet an teuliad melestrerezh hag arc’hantiñ gant Mervent.
Lakaet e vo un emgav diwezhañ evit sinañ ar feur stummañ hag an teulioù a-gostez.
Hag e fin ar gont e krogo ar stummadur.
Diouzh statud micher an den emañ ar gortoz adalek m’en dez lakaet e anv betek ar mare ma krog ar stummadur.
Evit a sell an holl c’houlennoù diwar-benn an doare-se e c’hallit dont e darempred ganeomp pe skrivañ deomp dre ar furmskrid stekiñ.
KOUST AR STUMMADUR HIR
Sevel a ra koust ar stummadur hir da zeskiñ brezhoneg a-hed 3 miz da 3 900 €, pa vez arc’hantet gant un implijer.
War-goust ar stajiad emañ an enskrivadenn : 195€.
ARC’HANTIÑ AR C’HOUST KELENN DIOUZH HO PLEGENN VICHER
Meur a zoare zo da vezañ kemeret e karg : dont e darempred ganeomp evit ma vo pledet ganeoc’h.
Klasker (-ez) labour
Mard oc’h o klask labour e c’hall ho stummadur bezañ kemeret e karg gant Rannvro Breizh (Skoazell Rannvroel d’ar Stummañ) goude mont diouzh an argerzhadur tuta. War ho koust e chom ar mizoù enskrivañ.
Moaien zo deoc’h d’implijañ ho Kont Koskor da Stummañ (KKST) ivez pe stignadoù all gant Frañs Labour, ma vez ezhomm.
Chom a rit da douchañ ar Skorenn Distro d’al Labour (SDL) e-pad ar stummadur. Ma n’ho pez ket an SDL ken a-raok d’ar stummadur krogiñ pe en e gerzh e c’hallit azgoulenn ouzh Rannvro Breizh ma veoc’h skoazellet war-bouez an SRS.
https://www.bretagne.bzh/aides/fiches/aide-financiere
Kelenner (-ez) er I-añ hag en 2-vet derez eus an Deskadurezh Stad
Ar stignad embreger gant Desk « Kelenn – enseignement »
Kelenner pe gelennerez titlet oc’h er I-añ hag en 2-vet derez e-maez akademiezh Roazhon pe c’hoazh n’oc’h ket degemeret e-barzh ar stignad « stummadur diabaouez ».
Goulenn un ehan stummañ a c’hallit ober ha ma vezit degemeret :
• 85 % eus ho kobr a virit.
• Gallout a rit azgoulenn ar yalc’had Desk « Kelenn- enseignement » digant ar Rannvro hag an departamañchoù. Ul lodenn eus ho mizoù stummañ e vefec’h sikouret outo.
Ma vez nac’het ho koulenn ehan stummañ ouzhoc’h.
Moaien zo deoc’h da c’houlenn un amstael ha neuze da lakaat hoc’h anv da glasker labour e Frañs Labour. Mar bez kont e-giz-mañ e vo arc’hantaouet ho stummadur hir gant Rannvro Breizh ha neuze e c’halloc’h azgoulenn ar yalc’had Desk « Kelenn- enseignement ». E-pad ma veoc’h amstaelet e vo dalc’het ho kobr diouzhoc’h nemet ar skoazell arc’hant ho po bep miz digant Rannvro Breizh.
Kelenner (-ez) er I-añ hag en 2-vet derez eus an Deskadurezh Katolek
Mard oc’h kelenner pe gelennerez er I-añ hag en 2-vet derez eus an Deskadurezh Katolek ho pedomp da vont e darempred an DDEC en ho tepartamant.
Goprad (-ez) er gennad prevez
Mard d’oc’h goprad (-ez) er gennad prevez e c’hallit goulenn ma vo arc’hantaouet ho stummadur a-drugarez d’ar stignadoù-mañ, e-barzh un ehan stummañ :
Transition Pro
Kont Koskor ar Stummañ (KKS)
An tres da ziorren ar barregezhioù en hoc’h embregerezh
Labourerien war o c’hont
Mard oc’h labourer war e gont e c’hallit mont e darempred gant ar Font Asurañs Stummañ (FAS).
Yalc’hadoù Desk
Evit an holl statudoù ez eus moaien da c’houlenn, hervez ho raktes micher, ar yalc’hadoù-mañ :
Desk « Kelenn – enseignement »,
Desk « Bugaligoù - Petite enfance »,
Desk « Hanterin-yaouankiz-Médiation jeunesse »