Kinnigadur : 60 devezh evit gwellaat

Gant hor stummadur tri miz da wellaat da gomz brezhoneg e c’hallo an deskerien parfetaat d’ober gant ar yezh dezho da gas kaout labour e brezhoneg pe da wellaat da gomz brezhoneg en ur vicher.

Graet eo ar stummadur-mañ diouzh tud en oad, barrek a-walc’h war ar brezhoneg, hag a vez priziet o live a-raok kregiñ ganti.
Dre se e tere ouzh tud, bet graet ur stummadur hir 6 miz ouzh ar brezhoneg ha/pe dezho ul live o klotañ gant an hini zo gortozet e fin un hevelep stummadur.

Digor eo ar stummadur-mañ d’an dud tapet gante ul live brezhoneg tost da B1 ar portfolio europeat pe d’al live 3 eus an DBY.

Digor e chom hor stummadurioù hir d’an dud namnet. Mard oc’h ampechet evit ar mare pe da badout, pe mar gouzañvit en un doare harzus abalamour d’ho yec’hed e chomomp prest da lakaat hoc’h ezhommoù e penn-kont ha neuze da glask aesaat an traoù deoc’h, diouzh ma vo gallet ober. Deuit e darempred ganeomp ma vo studiet ho plegenn.

AR STUMM ANEZHAÑ ZO

  • 11 sizhunvezh klentelioù en ur greizenn stummañ, pe 385 eur horolaj
    ha neuze
  • 1 sizhunvezh staj, pe 35 eur horolaj en un endro brezhonek.

A zo par da 420 a eurvezhioù stummerezh.
lun-gwener : 9e-5e
35e/sizhun.

KOULZADOÙ KINNIGET

Mervent propose deux sessions de formation par an :

  • Eus miz Gwengolo da viz Kerzu,
  • Eus miz Meurzh fda viz Mezheven.
    Moaien zo da gavout deiziadoù ar c’houlzadoù da vezañ ha deizioù an emvodoù kelaouiñ a-stroll da vezañ en ur glikañ war : Hor c’houlzadoù stummadur da zont

AR SKIPAILH KELENN HA MELESTREREZH

Skipailh kelenn Mervent zo oc’h ober anezhañ :

  • Un den e karg eus al lec’h stummañ,
  • 1 c’henurzhier kelenn,
  • 8 kelenner (-ez)

Ur skipailh kelenn a gas gantañ, barrek ha yac’h
Stummerien ha stummerezed Mervent zo anezho ur skipailh gouest ha frammet, kelennerien ha kelennerezed a vicher anezho a oar en em stummañ dalc’hmat a-benn en em ober, d’ar gwellañ, diouzh ezhommoù pep stajiad ha gant se e heuliañ a-hed e hentad-eñ. Hor c’hentelioù n’eus ket liv ar skol warno ha ne vezont ket graet war an ton bras blaz an damkaniezh ganto.

Mont a ra hon doareoù da labourat diouzh empenn an den hag a se ec’h aesaont an deskiñ brezhoneg dezhañ. Ur stummadur eo a zalc’h kont eus lusk an oadour hag a ra dezhañ kaout kred ennañ e-unan da zont a-benn eus ar brezhoneg evit mat.

Ar c’henurzhier kelenn er stummadurioù hir a vez o heuliañ ar strolladoù o vont war-raok a c’hall azasaat ar programm diouzh ma vez buan pe vuanoc’h ar stajidi o teskiñ. En e giriegezh e chom mont en-dro hag araokadennoù ar strollad.

Ur skipailh melestrerezh barrek ha prim da reajisañ
Goût a ra hor skipailh melestrerezh, prim da respont ha barrek an tamm anezhañ, selaou ar stajidi p’o dez ezhomm da gaout titour ouzhpenn. Aliañ e ray pep stajiad diouzh e wellañ evit ambroug anezhañ hed-ha-hed ar stummadur, adalek ar stokiñ kentañ ken na’z ay dioutañ.
Ur rener hag ur genurzhierez melestrerezh a ya d’ober anezhañ.
Ar genurzhierez melestrerezh a vez o heuliañ teuliadoù ar stajidi kenkoulz evit ar melestrerezh hag an arc’hantiñ ha delc’her an darempred gant an ensavadurioù liesseurt (Pol Implij, CAP Implij, Rannvo Breizh, oberataer barregezhioù OPCO ha kement zo).

AR PALIOÙ KELENN : AR SOUBIDIGEZH ER YEZH DA BADOUT

*Diplom Bazrregezh war ar Yezh - Brezhoneg, n°RS5465, gant ar Ministrerezh deskadurezh-stad hag ar yaouankiz. Deiziad termen : 17/06/2026.

AR BARREGEZHIOÙ A VEZ PLEDET GANTO

Pemp barregezh a vez labouret warno ha desket didorr a-hed ar stummadur :

  1. Ar c’hompren dre gomz
  2. Ar c’hompren dre lenn
  3. Lavaret e soñj dre gomz
  4. Lavaret e soñj dre skrivañ
  5. Ar c’homz gant tud

Danvez ha doareoù da zeskiñ :

  • Lakaat an dud e plegennoù abalamour dezho da gomz brezhoneg,
  • Adweladennoù,
  • Kreñvaat an anaoudegezh eus ar yezhadurezh hag an ereadurezh,
  • Pleustriñ war ar yezh war-bouez sketchoù, c’hoarioù treiñ diwar ar galleg, lavaret e soñj e brezhoneg, labour delc’her soñj ha gweladennoù ambrouget.
  • Abadennoù lenn,
  • Labourat diwar bankoù roadennoù e brezhoneg : selaou enrolladennoù, sellet ouzh videoioù, deskiñ lavarennoù idiomatek, ober anaoudegezh gant ar brezhonegoù, selaou prezegennoù.
  • Mont en arbenn da vrezhonegerien.
  • Sevel ha kinnig 2 raktres; unan personnel hag unan a-stroll.

Ar soubidigezh eo ar bennaenn veur er stummadur hir ouzh ar brezhoneg.

Pep modul a vez klozet gant ur briziadenn a vez en dibenn anezhañ ; dre se e c’haller reizhañ an dud raktal, er yezh komzet koulz hag er yezh skrivet.

LEC’H DESKIÑ

En UBO, er Pol Skol-Veur Pêr-Jakez Helias e Kemper, emañ hor c’hreizenn stummañ pennañ.
Ul lec’h diouzh an deskiñ :

  • Aes da zaremprediñ a-drugarez d’an treuzdougen boutin, hag evit an dud namnet,
  • Salioù frank da zegemer ur pemzek stajiad bennak,
  • Levraoueg digor,
  • Sal liesvedia digor,
  • Preti skol-veur pe sal-brediñ war an dachenn.

Hizivadur ziwezhañ :10 a viz Mezheven