Stummadurioù hir (3 ha 6 miz)

Fellout a ra deoc’h liesaat er c’hargoù pe kavout labour a-drugarez d’ar brezhoneg? Lakait hoc’h anv en ur stummadur hir!

Mui-oc’h-mui a dud en oad a ra an dibab-mañ bep bloaz hag int d’en em enskrivañ en ur stummadur hir ouzh ar brezhoneg.
Ur gwir berzh-mat eo goût brezhoneg e Breizh ha war marc’had al labour. Ma vez war ho CV e c’hall ar varregezh nevez-mañ deoc’h war ar brezhoneg digoriñ hentoù micher nevez dirazoc’h. Ha muioc’h-mui a doulloù-hent a vez abaoe un toullad bloazioù (er c’helenn, gant ar vugaligoù, en douristelezh, er sevenadur, er mediaioù, er melestrerezh, er c’hehentiñ).

Gant hor stummadurioù e c’hall an dud divrezhonek bezañ stummet buan ha dre se mestroniañ mat ar yezh. Kement-mañ a vez gwiriekaet da vare fin ar stummadur gant an Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY) e brezhoneg.


Kas a ra hor stummadurioù war-du micherioù: e-tro 70 % eus hor stajidi a vez kavet labour ganto a-barzh c’hwec’h miz da heul hor stummadur.

Hor stummdurioù a ya kentelioù ha stajoù d’ober anezho. Stummadurioù 6 miz (deskerezh) pe re 3 miz (evit gwellaat). Bep sizhun e vez 35 eurvezh kentelioù ha neuze e vez graet stajoù gant an deskerien a-hed o c’hursus. Da geñver ar stajoù-se e vez implijet ar brezhoneg ganto en un endro yezh diouzh o doare (embregerezh, skol, kevredigezh, strollegezh, magouri…).

Un tu da reiñ bod d’hor stajidi zo er stummadur hir ouzh ar brezhoneg : ur c’henlabour etre Mervent hag ar gevredigezh Kroashent-Kerne – Ti ar Brug.

O klask e vez Mervent da vat aesaat d’he stajidi an degemer er stummadur hir.
Faotañ a ra deoc’h heuliañ ur stummadur hir ouzh ar brezhoneg gant Mervent, nemet emaoc’h o chom pell diouzh Kemper marteze ha n’oc’h ket evit kavout bod tost d’ar greizenn stummañ.


Gallout a reomp kennig ul lojeris izelbriz deoc’h e-pad ho stummadur 6 pe 3 miz, a-drugarez d’ur c’hevelerezh etre Mervent et Kroashent-Kerne – Ti ar Brug.

Kambreier 15 m2 annezet ha tout pe studioioù 32 m2 int a zo er pol herberc’hiañ hag obererezhioù e brezhoneg, 44 straed Paul Borrossi - 29000 Kemper.
Gant ar c’harr-boutin e vo aes deoc’h mont tre betek ar greizenn stummañ zo er pol skol-veur Pêr-Jakez HELIAZ zo 15 km diouzh ho lojeris.

Er pol herberc’hiañ Kroashent-Kerne – Ti ar Brug e veoc’h en ur metoù brezhoneg pa eo ar brezhoneg yezh an ti. Eno emañ kouskva ar skolaj Diwan ivez, e-touesk traoù all.

Titouroù ouzhpenn :


Lec’hien Internet : https://www.kroashentkerne.bzh/