Piv omp ?
Ur gevredigezh eo Mervent a oa bet krouet e 1994 gant frammoù a oa da bal dezho kreskiñ an implij eus ar brezhoneg evit micherelaat ar c’helenn anezhañ d’an dud deuet zo e Bro-Gerne.
Evel m’eo meneget er statudoù « Pal ar gevredigezh eo kemer perzh en diorren eus ar c’helenn brezhoneg hag en implij anezhañ dre kement doare mat zo d’e ober ».
Ar c’huzul-merañ ez a kevredigezhioù keveler ha tud o-unan d’ober anezhañ (digeriñ ar bajenn : ar skipailh).
Ur wezh ar bloaz e vez aozet un emvod meur ordinal, diouzh ar statudoù.
Pelec’h emaomp ?
Mervent zo anezhi :
• Ur sez melestradurezh a zo e Ploneour-Lanwern
• Kreizennoù stummañ (e Kemper hag e Kemperle)
Evit kavout titouroù e c’hallit dont e darempred ganeomp dre hor furmskrid daremprediñ.
Hon daveennoù a gavoc’h ivez war ar bajenn "Darempred".
Petra a reomp ?
5 domani-labour pennañ zo oc’h ober obererezh Mervent :
- Ar c’hentelioù didu d’an dud deuet dre kentelioù noz,
- Ar stummadurioù hir diouzh ar brezhoneg, dre stajoù 6 miz ha 3 miz,
- Ar stummadur dibaouez er strollegezhioù lec’hel, en embregerezhioù prevez hag en aozadurioù evit an dud oadet.
- Ar c’helenn brezhoneg er skolioù publik kentañ derez e Penn ar Bed,
- Ober anaoudegezh gant ar brezhoneg er frammoù a ra war dro ar vugaligoù.
Mervent eo deuet hec’h anv eus hini ar c’horn-bro ma vez-hi o labourat (Su-Kornog Breizh).
Hiziv an deiz e vez kinniget gant Mervent kentelioù brezhoneg da dost da 3800 a dud.
Ouzhpenn 10 000 a eurvezhioù kelenn a vez kaset da benn gant hor c’helennerien bep bloaz.
Perzh mat hor skipailh : ouzhpenn 20 kelenner a vez bemdez o foetañ bro e Kerne, eus ar C’hab betek Bro-Kemperle ha eus Kraozon betek Karaez.
Abaoe m’eo bet krouet Mervent e vez skoazellet hec’h obererezh gant Kuzul Rannvro Breizh ha Kuzul Departamant Penn ar Bed.
Gant Kemper Breizh-Izel, Kemperle Kumuniezh ha ti-kêr Ploneour-Lanwern e vez skoazellet Mervent ivez.
Hizivadur ziwezhañ :16 a viz Mae 2023