Ar C’hursus Brezhoneger - Brezhoneger, kentelioù damstank diouzh an noz
Mennet oc’h da zeskiñ brezhoneg ha da vont da vrezhoneger ar buanañ ar gwellañ, siwazh ne c’hallit ket en em zieubiñ 6 miz diouzh renk deoc’h da heuliañ ur stummadur hir ouzh ar brezhoneg ?
O klask emaoc’h ur mont war-raok fonnusoc’h evit ar formulenn «kentelioù didu diouzh an noz» na bad ar c’hentelioù anezhi nemet 1e30, bep sizhun?
Ar palioù :
A-drugarez d’ur stignad nevez a vez arc’hantet gant Rannvro Breizh e c’hallit heuliañ ganeomp ur stummadur damstank ouzh ar brezhoneg.
Ar skoazell-mañ "Pevarlamm hec’h anv" zo da bal dezhi :
• skorañ ar stummadurioù hiniennel ouzh ar brezhoneg e-barzh kentelioù kreñv bep sizhun.
• reiñ tro d’an emvataerien da dapout al live B1-2 e stern europeat boutin a zave evit ar yezhoù a-benn 3 bloavezh.
Ur formulenn deskiñ nevezus a ginnigomp deoc’h a zo enni :
• Kentelioù sizhuniek 3 eurezh-pad eus miz Gwengolo da viz Mezheven (19e-22e)
• 5 staj da’r Sadorn ingalet a-hed ar bloavezh skol.
• Lec’h hag eurioù :
KEMPER, skol Diwan – straed Vendée, gwelet ar gartenn.
Deizioù, lec’h hag eurioù ar stajoù a vo roet deoc’h c’hoût er penn kentañ eus ar bloavezh skol.
Etre 19.00 ha 22.00 e vez graet ar c’hentelioù sizhuniek e-pad 30 sizhun, e-maez ar vakañsoù skol.
Gant ar formulenn hanter stank-mañ zo ouzh hec’h ober kentelioù sizhuniek ha stajoù d’ar Sadorn e c’halloc’h dont buan da vestr war ul live yezh etre.
E seizh gwellañ micher ha kelenn a lakay skipailh kelenn Mervent en e bezh e-kerz ho teskerezh.
A-benn dibenn ar c’hursus e kinnigomp deoc’h ivez tremen an Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY)
Koust hag enskrivadur :
- 550€/bloaz
Testenioù da bourvezañ evit sevel an teuliad :
– Skrid-tellañ N diwar ar c’horvoderioù N-1
– DAB
– Testeni annez
Rannad tiegezhel | > 1500 | entre 850 et 1500 | entre 600 et 849 | < 599 |
Sav ar skoazell | 220 | 280 | 350 | 425 |
Restad da baeañ | 330 | 270 | 200 | 125 |
Roet e vo ar skoazell digant ar rannvro e stumm ur c’haoud a-benn dibenn ar bloavezh kentelioù ha diouzh ar feur bezañs da vat.
Deuit e darempred war-eeun gant hor servijoù evit gouzout an doareoù resis diouzh ho plegenn ha dre-se sevel ho teuliad kemer e-karg a zo da gas da benn a-raok ma krogo ar c’hentelioù, betek ober (termen melestrerezh).
Hizivadur ziwezhañ :5 a viz Gwengolo