Ar c’hentelioù dudi, petra eo se ?
A-drugarez d’ar stank m’eo strevet Mervent e Kernev e vez kinniget ganti un hanter-kant kentel «didu» bennak a vrezhoneg e-barzh un ugent kumun bennak. Kement-mañ a vez graet en ur genlabourat gant aozadurioù lec’hel evel an Tier an Holl pe ar c’hevredigezhioù sevenadur breizhek.
Bep sizhun an hini e vez dalc’het ar c’hentelioù adalek miz Gwengolo betek miz Mezheven, nemet e-pad ar vakañsoù skol.
Bep sizhun e kinniger kentelioù didu meur a live anezho d’an dud en oad. En holl eo ouzhpenn 400 oadour a vez o heuliañ ar c’hentelioù-se bep bloaz.
Hizivadur ziwezhañ :23 a viz Eost