Ar skipailh

Ar c’huzul merañ

Kuzul merañ Mervent zo kevredigezhioù ezel ha keveler ha neuze tud o-unan oc’h ober anezhañ.
Setu amañ ar roll eus an izili goude an emvod-meur diwezhañ hag ar burev nevez dilennet :

ANV Anv-bihan Skolaj Karg
BIZIEN Gaby Den e-unan Teñzorour
GUILLAMOT Yann Den e-unan Sekretour
LAMOTTE Cécile Kevredigezh
(Dihun - PLONEOUR LANWERN)
Ezel
LARVOL Marcel Den e-unan Ezel
LE HENAFF Fabienne Den e-unan Eilsekretourez
LE QUERE Bernard Den e-unan Kenbrezidant
LOAS Didier Den e-unan Ezel
MORIZET Claude Kevredigezh
(MJC ti an dud - DOUARNENEZ
Ezel
PHILIPPON Loïc Den e-unan Kenbrezidant
SICARD-CRAS Jos Den e-unan Eilteñzorourez
TOUPIN Yvette Den e-unan Ezel
SEZNEC Thierry Den e-unan Ezel

Ar c’hopridi

26 kelenner-stummer barrek ha neuze 5 goprad melestrerezh a labour e brezhoneg a vez kaset an holl obererezhioù da benn ganto.

AR C’HOSKOR MELESTREREZH
Ar c’hoskor melestrerezh emañ e sez e Ploneour-Lanwern hag ar peurrest anezhañ er greizenn stummañ e Kemper.

Er sez e Ploneour-Lanwern ez eus pevar goprad :

Yannig MENGUY Rener ar gevredigezh.
Arnaud GOAPPER Kenurzhier war ar c’helenn evit an obererezhioù war vale (obererezhioù e-maez ar c’hreizennoù stummañ). Ober a ra war-dro abadennoù er skolioù ha kentelioù diouzh an noz ivez.
Sarah EL ALOUI Kenurzhierez melestrerezh evit ar c’hreizennoù stummañ (heuliañ an teulioù enskrivañ ha delc’her an darempred gant an ensavadurioù). En tu-hont da gement-mañ e vez oc’h ober war-dro ar c’hontoù hag al loazioù denel.
Muriel KERGOURLAY Kenurzhierez melestrerezh evit ar gevredigezh hag an obererezhioù war vale (ar c’hentelioù noz, ,ar stummañ dibaouez war al labour, ar c’helenn brezhoneg er skolioù hag ober anaoudegezh gant ar brezhoneg er frammoù a ra war dro ar vugaligoù).
L’équipe du siège

Deoc’h da gaout titouroù, deuit hardizh e darempred ganeomp dre hor furmskrid. An holl daveennoù ac’hanomp a gavoc’h ivez war ar bajenn «Darempredoù».


En hor c’hreizennoù stummañ :

Drian BERNIER Kenurzhier war ar c’helenn er c’hreizennoù stummañ, en e garg kreizenn kemper. Ouzhpenn bezañ stummer emañ ar c’helenn er stummadurioù hir en e garg.
Olier LOUSSOUARN Atebek war ur greizenn stummañ. En e garg emañ an dafar, an degemer d’an dud ha d’ar stajidi en eil kreizenn stummañ.

En em ledañ a ra tachenn labour Mervent war an hanter eus departamant Penn-ar-Bed. E-se eo a-bouez da’r c’henurzhierezhioù melestrerezh ha kelenn bezañ efedus. Ingal e vez bodet ar skipailhoù kelenn ha melestradurezh, a-hed ar bloaz evit solutaat al labour a-stroll.

LES ENSEIGNANTS / FORMATEURS
Tud a vicher zo eus kelennerien Mervent a vez gopret gant ar gevredigezh. Evit aesaat an traoù e labour pep hini anezho en un takad-bro resis, tost d’e gêr. En abeg da se o deus hor c’helennerien un anaoudegezh vat en o bro. Alies e kemeront perzh er vuhez anezhi hag e ouzont diouzh ar brezhoneg a vez komzet en-dro dezho.
Gant ar soñj da wellaat he doareoù kelenn ha da greñvaat ar micherelaat anezhi e kinnig Mervent, ingal, stummadurioù micher d’he c’helennerien-stummerien.

Niver a c’hopridi dre obererezh

Photo de rentrée (septembre 2022)

Hizivadur ziwezhañ :30 a viz Genver