Keleier

Hor c’houlzadoù stummadur da zont

Fellout a ra deoc’h gouzout hor c’houlzadoù stummadur da zont ha/pe gouzout hiroc’h diwar-benn an danvez hag an doareoù gallus da duta : taolit ur sell ouzh an taolennoù titouroù amañ dindan.

Deuit e darempred ganeomp dre hon furmskrid m’ho peus goulennoù all pe en ur pellgomz deomp.
Prest omp da respont d’ho koulennoù ha da sevel asambles ho raktres stummañ.

Hor c’houlzadoù stummadur da zont :

Stummadurioù Hir
Deskerezh 6 miz Gwellaat 3 miz
Genver 2023- Gouere 2023 : war ober 11 a viz Gwengolo 2023 => 08 a viz Kerzu 2023
06 a viz Gwengolo 2023 => 14 a viz Meurzh 2024 18 a viz Meurzh 2024 => 21 a viz Even 2024
08 a viz Genver 2024 => 12 a viz Gouere 2024
CAP Accompagnement Educatif Petite enfance
CAP AEPE & langue bretonne Pré-formation langue bretonne au CAP AEPE
Gwengolo.- Mae 2023 : war ober 18/03/24-12/07/24 A-raok ar CAP pa vez anezhañ (Meurzh-Gouere)

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn hon stummadurioù hag an doareoù gallus da duta : klikit amañ

Hon emvodoù-kelaouiñ o tont :

Stummadur Hir 6 miz & 3 miz
Adalek 5e30 :
- d’ar Lun 09 a viz Here 2023 : UBO Kemper, bali Aod ar re Gaezh, Sal A211
Dorioù Digor Kreizenn stummañ Mervent - Kemper - UBO, Per-Jakez Helias :
deiziad ebet evit poent
Rak-stummadur, CAP AEPE et langue bretonne
Emvodoù 9e er CLPS : 04/10/23, 07/11/23, 05/12/23, 16/01/24
Mont e darempred gant CLPS Kemper evit gouzout hiroc’h : 02 98 10 11 49

Emvod-Meur Mervent 2023

Emvod-Meur Mervent a-zeu a vo dalc’het e Plozeved (An oaled, plasenn an ti-gar) d’ar Sadorn 13 a viz Mae.

9e45 : degemer
10e : emvod-meur (danevelloù, raktresoù, neveziñ ar c’huzul-merañ)
12e : klozadur

Emezelañ :

Evit votiñ en emvod-meur eo ret deoc’h bezañ ezel eus ar gevredigezh.

Emezelañ eo ivez an digarez da harpañ Mervent evel hinienn pe aozadur.
Gallout a rit emezelañ en ur leuniañ ur fichenn-emezelañ hag a c’hall bezañ kaset deoc’h dre bostel diwar ho koulenn.

Distro-skol ar c’hentelioù noz 2023

A-benn nebeut e vo an distro-skol !

Adkregiñ a rimp gant ar c’hentelioù noz adalek an 18 a viz Gwengolo 2023 !

Evit dibab peseurt kentel a vefe mat deoc’h, klikit war ar gartenn-mañ :

Enskrivadurioù : er forumoù a vo penn kentañ miz Gwengolo pe er gentel gentañ.

Priz ar bloavezh : deuit e darempred gant ar gevredigezh a ra war dro ar c’hentelioù. Kavout a rit an niverenn pellgomz war ar gartenn ivez.

Ken ar c’hentañ !