An doareoù gallus da duta ha da arc’hantiñ

Faotañ a ra deoc’h dont da zeskiñ brezhoneg gant Mervent war-bouez hor stummadur hir ?

AN DOAREOÙ TUTA

Kentañ zo d’ober eo mont war ar renk.

A-wel da se e vo ret deoc’h klokaat ar furmskrid ragenskrivañ, ur cv ha neuze ul lizher emginnig stag outañ, dre red.
War al lizher emginnik e ranko bezañ meneget sklaer ha splann :
– Petra a reoc’h gant ar brezhoneg en ho micher da vezañ,
– Abalamour da betra oc’h mennet da zeskiñ brezhoneg.

Evit deoc’h tapout kaout ar furmskrid enskrivañ : klikit amañ !

Goude-se e teuy kenurzhierez melestrerezh ar greizenn stummañ e darempred ganeoc’h evit lakaat ar gaoz war ho raktres micher e brezhoneg ha hi ha lakaat un emgav deoc’h da gaout perzh en ur vodadeg kelaouiñ zo ur bazenn ret a-raok mont pelloc’h ganti.

War-lerc’h ar vodadeg kelaouiñ e verko ar genurzhierezh melestrerezh un emgav deoc’h gant rener Mervent. (Dindan pemzektez e vo digaset respont deoc’h).
Ma vez a-du ar respont e vo peurachuet an teuliad melestrerezh hag arc’hantiñ gant Mervent.

Lakaat e vo un emgav diwezhañ evit sinañ ar feur stummañ hag an teulioù a-gostez.

Hag a-benn ar fin e krogo ar stummadur.
Diouzh statud micher an den emañ ar gortoz adalek m’en dez lakaet e anv betek ar mare ma krog ar stummadur.

Evit a sell an holl c’houlennoù diwar-benn an doare-se e c’hallit dont e darempred ganeomp pe skrivañ deomp dre ar furmskrid stekiñ.

KOUST AR STUMMADUR HIR

Sevel a ra koust ar stummadur hir da zeskiñ brezhoneg e-korf 6 miz da 7 500 €, pa vez arc’hantet gant un implijer.
War-goust ar stajiad emañ an enskrivadenn : 280 €.

ARC’HANTIÑ AR C’HOUST KELENN DIOUZH HO PLEGENN VICHER

Meur a zoare zo da vezañ kemeret e karg : dont e darempred ganeomp evit ma vo pledet ganeoc’h.

Klasker (-ez) labour
Mard oc’h o klask labour e c’hall ho stummadur bezañ kemeret e karg gant Rannvro Breizh (Skoazell Rannvroel d’ar Stummañ) goude mont diouzh an argerzhadur tuta. War ho koust e chom ar mizoù enskrivañ.
Moaien zo deoc’h d’implijañ ho Kont Koskor da Stummañ (KKST) ivez pe stignadoù all gant Frañs Labour, ma vez ezhomm.
Chom a rit da douchañ ar Skorenn Distro d’al Labour (SDL) e-pad ar stummadur. Ma n’ho pez ket an SDL ken a-raok d’ar stummadur krogiñ pe en e gerzh e c’hallit azgoulenn ouzh Rannvro Breizh ma veoc’h skoazellet war-bouez an SRS.
https://www.bretagne.bzh/aides/fiches/aide-financiere

Kelenner (-ez) er I-añ hag en 2-vet derez eus an Deskadurezh Stad : daou stignad :

1) Ar stignad nevez « stummadur diabaouez »

2) Ar stignad embreger gant Desk « Kelenn – enseignement » :
Kelenner pe gelennerez titlet oc’h er I-añ hag en 2-vet derez e-maez akademiezh Roazhon pe c’hoazh n’oc’h ket degemeret e-barzh ar stignad « stummadur diabaouez ».
Goulenn un ehan stummañ a c’hallit ober ha ma vezit degemeret :
• 85 % eus ho kobr a virit.
• Gallout a rit azgoulenn ar yalc’had Desk « Kelenn- enseignement » digant ar Rannvro hag an departamañchoù. Ul lodenn eus ho mizoù stummañ e vefec’h sikouret outo.
Ma vez nac’het ho koulenn ehan stummañ ouzhoc’h.
Moaien zo deoc’h da c’houlenn un amstael ha neuze da lakaat hoc’h anv da glasker labour e Frañs Labour. Mar bez kont e-giz-mañ e vo arc’hantaouet ho stummadur hir gant Rannvro Breizh ha neuze e c’halloc’h azgoulenn ar yalc’had Desk « Kelenn- enseignement ». E-pad ma veoc’h amstaelet e vo dalc’het ho kobr diouzhoc’h nemet ar skoazell arc’hant ho po bep miz digant Rannvro Breizh.
Kelenner (-ez) er I-añ hag en 2-vet derez eus an Deskadurezh Katolek
Mard oc’h kelenner pe gelennerez er I-añ hag en 2-vet derez eus an Deskadurezh Katolek ho pedomp da vont e darempred an DDEC en ho tepartamant.

Goprad (-ez) er gennad prevez
Mard d’oc’h goprad (-ez) er gennad prevez e c’hallit goulenn ma vo arc’hantaouet ho stummadur a-drugarez d’ar stignadoù-mañ, e-barzh un ehan stummañ :
 Transition Pro
 Kont Koskor ar Stummañ (KKS)
 An tres da ziorren ar barregezhioù en hoc’h embregerezh

Labourerien war o c’hont

Mard oc’h labourer war e gont e c’hallit mont e darempred gant ar Font Asurañs Stummañ (FAS).

Yalc’hadoù Desk
Evit an holl statudoù ez eus moaien da c’houlenn, hervez ho raktes micher, ar yalc’hadoù-mañ :
 Desk « Kelenn – enseignement »,
 Desk « Bugaligoù - Petite enfance »,
 Desk « Hanterin-yaouankiz-Médiation jeunesse »

Hizivadur ziwezhañ :4 a viz Meurzh