Kelenner-ien ha kelennerez-ed ar 1-añ hag an 2-vet derez en Deskadurezh Stad : ur stignad nevez da gemer e-karg
Kelennerez pe gelenner titlet oc’h hag e faot deoc’h heuliañ ur stummadur ouzh ar brezhoneg ?
Evit bremañ emaoc’h oc’h ober skol en akademiezh Roazhon. Deoc’h da heuliañ ar stummadur-se en ur zelc’her ho kobr en e bezh ez eus lakaet en e blas un stignad nevez a ehan stummañ dibaouez gant an Deskadurezh Stad.
Tennañ a ra hepken d’ar stummadurioù hir a-hed 9 miz a vez graet etre miz Gwengolo ha miz Mezheven. Ar stignad-mañ e kemer perzh da arc’hantaouiñ anezhañ ar Stad, Rannvro Breizh hag an departamañchoù.
A-drugarez d’ar stignad-mañ :
• 100% eus ho kobr a zalc’hit.
• An holl vizoù stummadur a vez kemeret e karg.
• Evit ar 1-añ derez e vez 5 plas stummadur 9 miz bep bloaz, dre departamant eus akademiezh Roazhon (da lavaret eo 20 plas en akademiezh en he fezh).
• Evit an eil derez, 5 plas stummadur 9 miz bep bloaz en akademiezh a-bezh.
An difaeoù ret :
1. Lezit ho koulenn diskarg evit ur stummadur dibaouez gant IEN ho pastell ha/pe gant an DASEN.
2. Deuit e darempred gant MERVENTevit heuliañ an argerzh titouriñ ha tuta pe skrivit deomp dre ar furmskrid daremprediñ.
Muioc’h a ditouroù :
– Stummadurioù hir (3 ha 6 miz)
– Hor c’houlzadoù stummadur da zont
Hizivadur ziwezhañ :4 a viz Meurzh