Doare da sevel ar stummadur hag an heuliañ anezhañ
Ar pazennoù disheñvel da ziazezañ ur stummadur sizhuniek ouzh ar brezhoneg
1) Renet e vo un enklask a-fed gwazourien ar strollegezh evit anavout an ezhommoù stummañ ha neuze priziañ live brezhoneg an danvez deskerien.
2) Hervez al live brezhoneg diskleriet gant pep gwazour / goprad e vo amprouet ar re n’int ket gwir deraouidi, dre gomz ha dre skrivañ.
3) Merket e vo an niver a strolloù stummañ da dalvezañ, live pep stroll, deiz hag eurioù ar gentel ha neuze an deiz ma vo graet ar gentel gentañ.
4) Kensinet e vo ur c’hendivizad gant Mervent hag ar strollegezh.
En em gemer en a-raok evit ma krogo ar c’hentelioù e miz Gwengolo evit ar gwellañ.
Goude m’ho po graet ho koulenn ouzh ho servij stummañ ken na grogo ar stummadur e vo dav deoc’h gortoz pell pe belloc’h diouzh an doareoù merket gant ho strollegezh.
Un darempred stank hag ingal etre tud a-vicher Mervent ha servij stummañ an aozadur
Gant an daremprediñ-mañ e vez gwarantet ma vo tizhet ar palioù merket.
1- Sinañ follennoù bezañs.
2- Displegañ an DBY(Diplom Barregezh war ar Yezh) d’ar strolloù a sell outo.
3- Ober priziadennoù dre skrivañ ha dre gomz d’ar wazourien.
4- Atersiñ an dud gant ur c’houlennaoueg prizañ
5- Emvod bilañs etre an den emañ « ar brezhoneg » en e garg er strollegezh ha kenurzhier kelenn Mervent :
- Ober ar gont eus aketusted ar wazourien.
- Jaojañ live pep den ha hini ar stroll kenkoulz ha sellet a-dost ouzh ar respontoù d’ar c’houlennaoueg prizañ.
- Prientiñ a bloavezh skol a zeu ; merkañ an niver a strolloù stummañ da dalvezañ, live pep stroll, deiz hag eurioù ar gentel ha neuze an deiz ma vo graet ar gentel gentañ.
Kement-mañ a vez graet e-sell da wellaat dalc’hmat : gant lakaat an doareoù-mañ da dalvezout e chomo Mervent stummet diouzh Qualiopia zo ret evit delc’her gant hec’h obererezh stummañ micherel.
Hizivadur ziwezhañ :10 a viz Mezheven