Petra eo ar rakstummadur ouzh ar brezhoneg evit ar micherioù gant ar vugaligoù
Prientiñ kaout div varregezh : ar CAP Ambrouger (ez) Desavadurel ar Vugaligoù ha war un dro an DBY brezhonek.
Faotañ a ra deoc’h kreskiñ en ho karg pe mont war ur vicher a denn d’ar vugaligoù (skoazeller-mamm, degemerer er vagouri pe er skol).
Lusket oc’h da labourat e brezhoneg.
Ar CLPS ha MERVENT a ginnig an div varregezh-mañ e Kemper :
Delc’her a ra an ezhomm a vrezhonegerien da greskiñ e meteier micher ar vugaligoù. A-drugarez d’ar stummadur-mañ e teuoc’h a-benn eus ar brezhoneg e-serr pourchas deoc’h hoc’h-unan an holl ampartizioù a rank an den kaout evit labourat gant bugaligoù.
Ne ouiit ket a vrezhoneg pe n’a ket ho live yezh en tu-hont da A2.
Evit deoc’h kaout diraez d’ar stummadur CAP Ambrouger(ez) Desavadurel ar Vugaligoù ha war un dro an DBY brezhonek e kinnik Mervent deoc’h ur rakstummadur ouzh ar brezhoneg.
ER STUMM ANEZHAÑ ZO
- 525 eurvezh kentelioù er greizenn stummañ.
Mont a ra ar stummadur eus al Lun d’ar Gwener, adalek 9 eur vintin betek 5 eur d’abardaez, da lâret eo 35 eur deskerezh ar sizhun.
AR C’HOULZADOÙ KINNIGET
Bep daou vloaz e vez kinniget ur c’houlzad gant ar CLPS ha Mervent :
• A viz Meurzh da viz Gouere
Gallout a rit kavout deiziadoù ar c’houlzadoù da vezañ hag an devezhioù ma vo bodadeg titouriñ gant klikañ war an ere-mañ : Ar c’hrogadoù stummañ da zont hag ar bodadegoù titouriñ
AR SKIPAILHOÙ KELENN HA MELESTREREZH
Skipailh kelenn Mervent a ya d’e ober :
• 1 c’henurzhier kelenn,
• 1 stummerez daveerez d’ar « Vugaligoù »
• 6 kelenner(ez).
Ur skipailh kelenn startijenn ennañ ha barrek
Stummerien ha stummerezed MERVENT zo anezho ur skipailh barrek hag aozet-kaer a vez oc’h en em stummañ dizehan evit bastañ da ezhommoù pep stajiad ha neuze bezañ gouest gant-se da ambrougañ pep hini anezho hervez e hentenn dezhañ e-unan.
N’eo ket diazezet ar c’hentelioù war ar skwerioù skol ha n’int ket na re holl deorikel na graet war an ton bras e mod ebet.
Mont a ra hon doareoù da labourat diouzh mont en-dro empenn an deskerien ha seul aesoc’h a se e vez dezho deskiñ ar yezh. Ur stummadur eo hag a zalc’h kont eus lusk an dud en oad ivez, d’an deskerien da gaout kred dezho o-unan evit dezho deskiñ brezhoneg da vat hag evit mat.
Kenurzhier ar c’hreizennoù stummañ a vez o heuliañ ar strolloù o vont war-raok hag eñ a vez azasaet ar programm kelenn gantañ diouzh ma’z a ar stajidi war wellaat. En e garg emañ mont en-dro plaen ar stollad.
Ur skipailh melestrerezh barrek ha prim da ober
Gouest ha lusk ennañ e chom hor skipailh melestrerezh aketus gant ar stajidi, prest atav da respont d’o goulennoù. Goût a ra aliañ an desker diouzh e wellañ hag e ambroug hed-ha-hed ar stummdur, eus ar penn kentañ betek ar penn diwezhañ anezhañ. Ober d’ar stajidi deskiñ an anaoudegezh eus ar yezh o do ezhomm da gaout evit talañ aes a-walc’h hag o-unan par ma c’hallint ouzh ur skalfad bras a blegennoù, dezho da gas da benn obererezhioù diouzh bugaligoù war o labour, hervez ar Stern Europat Boutin a Zave evit ar Yezhoù
Ur rener hag ur genurzhierez velestrerezh zo ouzh e ober.
Sousial ouzh teuliadoù melestrerezh hag arc’hantiñ ar stajidi a ra ar genurzhierezh velestrerezh ha delc’her a ra an darempred gant an aozadurioù liesseurt (Pol Implij, CAP Implij, Rann Breizh, an OPCO ha traoù…)
AR PALIOÙ KELENN
• Ober d’ar stajidi deskiñ an anaoudegezh eus ar yezh o do ezhomm da gaout evit talañ aes a-walc’h hag o-unan par ma c’hallint ouzh ur skalfad bras a blegennoù, dezho da gas da benn obererezhioù diouzh bugaligoù war o labour, hervez ar Stern Europat Boutin a Zave evit ar Yezhoù,
• Prientiñ ar stajidi d’an DBI,
• Reiñ an tu da’r stajidi da dizhout al live A-2 eus ar Portfolio Europat ar Yezhoù (PEY) dezho da gaout diraez, ar bloaz war-lerc’h, d’ar c’hursus doubl ar CAP Ambrouger(ez) Desavadurel ar Vugaligoù hag ar brezhoneg abalamour da dapout ar CAP hag al live B1.2 eus CERCL e brezhoneg.
AR BARREGEZHIOÙ A VEZ PLEDET GANTE
Ken abred hag ar penn-kentañ eus ar stummadur ec’h implijo ar stajidi ur c’heriaoueg vrezhonek diouzh o micher da vezañ. Rimadelloù, sonioù berr ha skridoù a vo desket ganto hag a vo moaian dezho d’ober ganto da geñver ar stajoù stummañ.
A-wel d’ar CAP Ambrouger (ez) Desavadurel ar Vugaligoù e vo studiet ar yezh, da lavaret eo e lakao ar gelennerien ar c’healoù nevez hag an ober anezho e pleustr bep gwezh ma vo gallet ober.
Pemp barregezh a vez labouret warno ha desket didorr-kaer hed-ha-hed ar stummadur :
1. Kompren dre gomz
2. Kompren dre skrivañ,
3. Lâret e soñj dre gomz
4. Lâret e soñj dre skrivañ,
5. Delc’her ur gaoz gant tud
Ar re-mañ eo an doareoù da zeskiñ :
• Lakaat an dud e plegennoù dezho da gomz brezhoneg,
• Pleustriñ war ar yezh war-bouez sketchoù pe c’hoarioù treiñ , lavaret e soñj e brezhoneg, labour delc’her soñj,
• Reizhadennoù diouzhtu, koulz dre gomz ha dre skrivañ.
• Labourat diwar bankoù roadennoù e brezhoneg : selaou enrolladennoù, sellet ouzh videoioù, deskiñ lavarennoù idiomatek.
AL LEC’H STUMMAÑ
Er CLPS e Kemper e vez dalc’het ar stummadur – e takad Kuzon.
Hizivadur ziwezhañ :12 a viz Mae 2023