Kentelioù didu - Ar c’hursus didu
Fellout a ra deoc’h deskiñ brezhoneg en un doare c’hoarius en ur stagañ gant an doareoù liesseurt zo eus sevenadur Breizh.
Ar formulenn-mañ zo da bal dezhi deskiñ ar yezh en un doare didorr.
- An aliesañ e pad ar c’hentelioù 1e30 (nemet ar c’hentelioù 3 eurvezh da gregiñ ganti a vez e Douarnenez).
- Etre 18e30 ha 20e30 diouzh an abardaez e vez graet an darn vrasañ eus ar c’hentelioù.
- En holl e vez 30 kentel a-hed ar bloaz : bep sizhun etre miz Gwengolo ha miz Mezheven, nemet e-pad ar vakañsoù skol.
Pelec’h kavout ur gentel nepell diouzh ar gêr?
War ar gartenn a-stok eo merket an holl gentelioù zo anezho er mare-mañ.
Penaos en em enskrivañ :
Ma fell deoc’h heuliañ unan eus hor c’hentelioù eo dleet deoc’h lakaat hoc’h anv en aozadur a ginnig anezhi (nemet evit ar c’hentelioù a vez renet war-eeun gant Mervent e Fouenan)
Kavout a reoc’h daveennoù an aozadurioù zo keveler deomp war ar gartenn : Pelec’h kavout ur gentel vrezhoneg nepell diouzh ar gêr ?
Ho pediñ a reomp da vont e darempred gant an aozadur-se a roio deoc’h an holl ditouroù ho po ezhomm anezho.
Bezit war evezh pa c’hall koust ar bloavezh chañch eus an eil azaodur d’egile. Gwiroc’h a se c’hoazh ma chom mestr pep aozadur war e brizioù.
Evezhiadenn :
Mervent, a-du gant ar gevredigezh keveler, zo gouest da reiñ urzh da vodañ meur a stollad pe da nullañ unan goude an trede kentel, ma ne vez ket tapet an niver bihanañ a dud a c’hallo kempouezañ an arc’hant anezhañ.
An doareoù da arc’hantiñ :
– Kont Stummañ Personel (KSP) : kemeret e karg adalek al live 3.
– Arc’hantiñ ho ploavezh kentelioù e-stern ar stummadur micherel (Pol Implij, OPCO, implijer).
Deuit e darempred war-eeun gant hor servijoù evit gouzout an doareoù resis diouzh ho plegenn ha dre-se sevel ho teuliad kemer e karg a zo da gas da benn a-raok ma krogo ar c’hentelioù, betek ober (termen melestrerezh).
Hizivadur ziwezhañ :30 a viz Meurzh 2023