AR C'HELENN

D'AN DUD EN O OAD

Obererezhioù diouzh an oadourien

AR C'HELENN

D'AR VUGALE

Obererezhioù diouzh ar vugale

klask ur gentel

Kavout buan ur gentel brezhoneg a-bouez ur c'hlik bennak

Klask war ar gartenn

Klikit war un taolead amañ dindan a-benn kavout ar c'hentelioù digor.


Suivez l'un de nos cours - Inscrivez vous en ligne

Suivez nous sur facebook
Suivez nous sur Twitter

Deuet mat oc'h war lec'hienn Mervent

KREIZENN STUMMAÑ KEMPER HA KEMPERLE

 

kreizenn stummañ

STUMMADUR HIR 6 miz

Adalek ar 6 a viz Gwengolo 2021 betek an 18 a viz Meurzh 2022
Kemper - Kemperle

Adalek an 10 a viz Genveur 2022 betek an 18 a viz Gouere 2022
Kemper

STUMMADUR HIR 3 miz ouzhpenn

Adalek an 23 a viz Meurzh betek an 21 a viz Even 2022
Kemper - Kemperle

Emaoc'h ho soñj chañch micher, nemet ha klask labour e vefec'h pe c'hoant deoc'h da zeskiñ brezhoneg dindan berr amzer hepken : na chomit ket etre daou soñj a-raok dont e darempred ganeomp !

Ur stummadur hir war-hed 6 miz en hor c'hreizenn-stummañ e Kemper hag e Kemperle

Dont a-benn eus ar brezhoneg en ur ober 24 sizhunvezh !


EMVOD KELAOUIÑ
D'ar 26 a viz Eost da 6e
e IUT Kemper - 2 ru ar Skol-Veur (savadur A)

TITOUROÙ HAG ENSKRIVADUR : 02 98 87 72 41

Sizhunvezhioù staj war ar brezhoneg ? Mat da c’hoût !

MERVENT a ginnig deoc'h kregiñ pe mont war-raok gant ar yezh en ur ober stummadurioù berr, ur sizhunvezh hir (35 eurvezh).

HON OBEREREZHIOÙ ALL

A-hed ar bloaz e vez MERVENT o labourat er pevar c’horn da Gernev-Izel. Hor c’helennerien an hini a ziloc’h. A-drugarez deomp e c’hallit kavout kentelioù da zeskiñ brezhoneg tost ouzh du-se. Dre al lec’hienn amañ e kavoc’h an holl ditouroù ho po ezhomm diouto :

 

  • al listennad kentelioù diouzh an noz dre liveoù yezh, deizioù, eurioù, lec'hioù, ur furmskrid da 'n em enskrivañ,
  • al listennad eus hor stajoù hag ur furmskrid-enskrivañ,
  • al listennad eus an tier-skol a gennigomp deskerezh war ar brezhoneg enno , penaos ober d'ho pugel da zeskiñ brezhoneg er skol,
  • pegiz deoc'h ober da 'n em stummañ ouzh ar brezhoneg war ho labour.

Emaomp o tuta!

MERVENT zo o klask ur g·c'helenner·ez war ar brezhoneg evit labourat en distro-skol war tachennoù ar c’hentelioù-noz hag an tañva er skolioù tro-dro Kemper.
Kevrat termenet, darnamzer (s.o. ar c'hinnig labour amañ dindan).
Kasit ho CV ha lizher emginnig d'ar chomlec'h-mañ: renerezh@mervent.bzh

Hol listennad kentelioù