Deskomp brezhoneg : un tañva brezhoneg digoust
Donemat deoc’h en hon hentenn da zeskiñ brezhoneg
Lusket oc’h d’en em reizhañ da vrezhonegañ, war ho plijadur ha kuit da zispign gwenneg ebet.
Donemat deoc’h en hon hentenn deskiñ brezhoneg dre bellgelenn. Gant ar 5 modul war-dro un eurvezh-pad pep hini anezho e c’halloc’h kregiñ da zeskiñ brezhoneg.
Deskomp Brezhoneg zo anezhi un heuliad kentelioù 5 eurvezh. Savet eo ar c’helennadur en doare ma veoc’h gouest da vrezhonegañ bemdez a-walc’h hag e meteier micherel disheñvel.
Gant an heuliad kentelioù-mañ e c’halloc’h deskiñ en em brezantiñ, saludiñ kenseurted, klianted, tud o-unan pe a-stroll e brezhoneg. Ar c’heriaoueg zo ennañ ho po tro d’adkavout war ur vicher bennak.
Sikouret e veoc’h ganti da respont e brezhoneg da c’houlennoù ha neuze da vont e darempred gant brezhonegerien all. Deskiñ a reoc’h ivez penaos degas ur gaoz e brezhoneg ha klozañ anezhi, na pa vefe da geñver ur vodadeg.
A-raok pell e veoc’h souezhet ganeoc’h hoc’h-unan !
Abaoe 2019 he deus boulc’het Mervent ur c’henlabour gant an National Centre for Learning Welsh a zo anezhi ajañs gouarnamant Kembre emañ an diorren ag ar c’hembraeg hag ar c’helenn anezhañ d’an dud en oad en e he c’harg.
Diwar ar 5 modul zo oc’h ober ar stumm kembraek bet profet deomp gant hor mignoned hag hor mignonezed a Gembre hon eus gallet sevel ar stumm brezhonek.
Faotañ a ra deomp trugarekaat an National Centre for Learning Welsh, gouarnament Kembre, ha Rannvro Breizh
Ha neuze sponsorien deomp :
Penaos lakaat e anv e Deskomp brezhoneg?
En ur glikañ war ar skeudenn zo amañ dindan e veoc’h kaset d’al lec’hienn gembreat "Learn Welsh" eus National Centre for Learning Welsh.
Eno emañ, net-ha-pizh ha dre ar munud, an holl doareroù da’n em enskrivañ ha da ereañ ouzh an enhentañ digoust-se d’ar brezhoneg "Deskomp Brezhoneg" e anv.
Heuliit :