Ar c’helenn er c’hentelioù didu a vrezhoneg
A-hed ar bloavezhioù eo aet Mervent da vailh war ar c’helenn brezhoneg d’an dud en oad, gant ar barrek m’eo he skipailh kelenn kenkoulz war ar yezh ha war ar c’helenn.
- Savet ez eus ganti un hentenn stummañ kempoell.
- Gouezet he deus krouiñ un hentenn gelenn a zo diouzh an oadourien.
Dalc’hmat gant ar soñj da wellaat he doareoù kelenn ha da greñvaat ar micherelaat anezhi e kinnig Mervent, ingal, stummadurioù micher d’he c’helennerien.
Hizivadur ziwezhañ :23 a viz C’hwevrer 2023